VOICE OF THE GREAT UNREST - VOICE OF THE GREAT UNREST - VOICE OF THE GREAT UNREST -
Tuesday, 13 June 2017
The Internationale sang by our Breton Brothers and Sisters
War zao ! tud daonet an Douar !
Kent mervel gant an naon , war zao
Ar skiant a gomz ag a laar
Reï an diveza taol-chao !
Ar Bed-koz a bez d'an traon !
Meveillen paour , war sao ! atao !
Greômp vit mad dezi he c'haon
Bezomp maest lëc'h beza esklao !
Diskan (bis)
Ar gann divëza zo,
Holl , war zao a warc'hoaz,
N'o er bed met eur vro
Da vihan a da vraz !
En trezomp neuz salver ebed
Na pab, na roue, na den all !
Demp hon unan a vezo red
Ober aman ar gwir ingal :
Benn harz laëron braz da noazout,
Derc'hel ar spered en he blom !
A dao d'an ouarn keït m'he tom !!
Ar Stâd so fall ! pep lezenn kamm
An dëog a oad ar paour-kaez den ;
Deveriou d'ar re vraz neuz tamm
Gwiriou ar paour zo eur gomz ven
Awalc'h dindan Vaest kastizia
Al Lëaldet ' c'houlenn trëo all
Dindan-hi 'veffomp memeuz tra
Gant deveriou , droëjou ingal !?
Udur ! en kreïz ho brassoni,
Mistri war an holl labour
Deuz gret biskoaz met ransoni
Laerez poan ar micherour ;
Rag en em prez an dud didalve
Kement ve kroûet ve teuzet ;
Goulennomp vo rentet hep dale
D'ar bobl kaez ar pez so gleêt ?
Micherourien a koërijen.
Memprou a labour ar bed-man,
Ar bed so d'al labourerien !
An dud didalve diwarn-han !
Deuz hom c'hoejen hint holl lard mad :
Na pa deufe eur sort brini
Eun deîz an douar da gwitâd
An heol ‚zalc'ho da lugerni !
Garz ebed ken kreïz-tre pep Bro !
An holl dud breudeur war ar bed !
Ar brezellou zôd er blôto !
Dao d'ar re vraz c'hoaz m'ar be red
Evit-hê n'effomp biken ken
A villerou de n'em drailla !
War zao ! ar skiant so ho ren
Demp vo red terri pe blega !?!
Subscribe to:
Post Comments (Atom)
No comments:
Post a Comment